Taolioù-maen, peulvanoù ha krugelloù… Grit anaoudegezh gant monumantoù koshañ an denelezh evit netra àr ho pellgomz pe ho tablezenn.
En ur weladenniñ al lec’hiennoù pe er gêr, kit d’ober anaoudegezh (en-dro) gant lec’hiennoù meurvein kreisteiz ar Mor-Bihan dre an arload hezoug « Maeziadoù meurvein ».
Evit netra e kavehet ennañ gwelioù meur 360°, titouroù mod ar gwirvoud kreskaet ha luc’hskeudennoù ag ar c’haerañ evit anaout gwell ar Mor-Bihan hag em soubiñ e bed pobloù an Neolitik.
Ganeoc’h e vo an arload-se e pep lec’h dre un nebeud klikoù ha kinnig a ray deoc’h :
- ur gartenn zouarlec’hiiñ,
- danvez puilh ha liesseurt (testennoù, luc’hskeudennoù, displegadennoù komzet), e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg),
- respontoù d’ar goulennoù stankañ a-ziàr ar meurvein,
- ur c’heriaoueg evit aesaat ar c’hompren deoc’h hag evit kreskiñ ho kouiziegezh,
- alioù evit touristiñ en ur mod doujus ha gober gweladennoù a-feson.
Arouez ha koun ar c’hevredigezhioù neolitik, 7 000 vlez en raok, eo ar peulvanoù, an taolioù-maen hag ar c’hrugelloù, anezhe monumantoù ag ar Ragistor.
Evel monumantoù koshañ an denelezh emañ test meurvein ar Mor-Bihan ag ar c’hentañ kevredigezhioù tud frammet, ag o ijin hag o chemet. Dibaot-kenañ eo ma vehe ken stank ar monumantoù meurvein, hêrezh ag ur mare pell-pell en istor an denelezh.
E 2012 e oa bet krouet ar gevredigezh « Monumantoù meurvein Karnag ha kreisteiz ar Mor-Bihan » gant 26 kumun ha labourat a ra evit monet donoc’h en anaoudegezh ar glad heverk-se, evit er gwareziñ hag en talvoudekaat. Gober a ra traoù ivez evit broudiñ an dud da zonet d’ober anaoudegezh (en-dro) gantañ, abalamour da skigniñ ha treuzkas.